Hor YezhUr gelaouenn vrezhonek trimiziek diwar-benn ar brezhoneg, ar yezhoù keltiek hag o yezhoniezh eo Hor Yezh. Krouet eo bet e 1954 gant Arzel Even, kelenner e Skol-Veur Aberystwyth. Pa varvas an diazezer e 1971 e kemeras Per Denez ar renerezh hag hemañ en deus treuzkaset ar garg da Herve ar Bihan e 1998. E 2005 e kemer perzh er bodad-lenn kelennerien Rann ar brezhoneg Skol-Veur Roazhon 2 hag un nebeud tud ouiziek, kelennerien skol-veur war o leve en o zouez. Embann a ra Hor Yezh levrioù brezhonek ivez, met distag eo diouzh Mouladurioù Hor Yezh. Kevredet int o-daou e Kuzul ar Brezhoneg. StummStensilet e oa ar gelaouenn en he deroù, met a-drugarez d'ar stlennvoulerezh eo deuet da vezañ brav a-walc'h, hep kalz a skeudennoù avat. Ur vent A4 (29,7 x 21 cm) a zo ganti ha bep tro e vez war-dro 50-60 pajenn e pep niverenn. E-pad bloavezhioù e veze embannet niverennoù tevoc'h ha niverennoù e-maez rummad, met ne zeue ket ken ingal hag hiziv. An niverenn mareadeg etrebroadel a zo ISSN 0769-0088. Endalc'hKavout a reer pennadoù uhel o live war istor ar brezhoneg, ar gerdarzh, yezhadur ar yezhoù keltiek, al lec'hanvadurezh, an dermenadurezh, yezhoniezh ar brezhoneg dre-vras, eskemmoù-lizhiri etre brezhonegerien ha teulioù a denn da implij kenwerzhel ha sokial ar yezh. Embannet ez eus bet meur a destenn kozh ha meur a destenn dastum (kanaouennoù, kontadennoù, pennaouiñ an troioù-lavar e pep korn-bro, renabliñ gerioù arbennik ha sevel geriaouegi. Ha ma’z eo skrivet ar gelaouenn e peurunvan e kaver pennadoù gant blaz ar rannyezhoù (gwenedeg da skouer) ha meur a destenn wenedek a zo bet embannet. Kavout a reer div rubrikenn a-bouez, an notennoù yezh ha lec'hanvadurezh hag an notennoù lenn. Skridaozerien bennañ
Levrioù embannet a-berzh kelaouenn Hor YezhLevrioù a zo bet embannet dindan anv Hor Yezh ha gant un niverenn-embann ispisial (910699) (n'eo ket ar memes ti-embann ha Mouladurioù Hor Yezh (niverenn-embann 86863). Darn eus al levrioù embannet gant Hor Yezh :
Liammoù diavaez
|